br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Sublimation.Sublimierung.sublimation.treüc’hañ.

Argerzh arlakaet gant Freud da zisplegañ oberoù hep keñver gant ar revelezh evit ur gwel, a ve koulskoude o tennañ o nerzh eus al luzad revel. Evel oberoù treüc’hadek e teskriv da gentañ an oberoù arz hag an imbourc’h kefredel. Lavarout a reer ez eo treüc’het al luzad e kement ma’z eo dihentet etrezek ur pal nevez anrevel ha ma vuk ouzh ergerc’hennoù talvoudek e-keñver kedvuhez.

“Al luzad revel a bourchas d’al labour kulturel kementadoù nerzh bras-meurbet bennozh d’ar perzh heverk en deus da c’hallout treuzlec’hiañ e bal en ur virout an darn vuiañ eus e greñvder. Seurt barregezh da eskemm ar pal revel orin ouzh ur pal all nad eo mui revel hogen kerentiet dezhañ ent vredel a anver barregezh treüc’hañ.”

Freud ne gasas ket don e studi eus an treüc’hañ. Koulskoude, un nebeut poentoù pouezus a c’haller digejañ eus e skridoù war an danvez :

1) “An nerzhoù arveradus evit al labour kulturel a zeu al lod muiañ anezho diwar c’houdavadur ar pezh a anver an elfennoù troziat eus ar broud revel.” Dougen a ra enta an treüc’hañ war al luzadoù darnel kent pep tra, ha war ar re dreist-holl na zeuont ket a-benn da c’hougevaniñ ouzh furm dermenel ar c’hanadelezh.

2) Evit a sell gwikefre an treüc’hañ e reas Freud meneg eus daou c’houlakadur. Da sevel an hini kentañ, e kemere sol war arlakadenn gouskorañ al luzadoù revel gant al luzadoù-emgemmirout : ar forzhioù ma vez enlanvadet drezo an arc’hwelioù anrevel gant ar revelezh (da skouer er strafuilhoù bredien eus an emvagañ, ar gweled, h.a.) a c’hallfe talvezout er vuhez yac’h d’un argerzh pouezus all ; drezo e vukfe nerzhoù al luzad revel etrezek palioù anrevel, hag en doare-se e ve treüc’het ar revelezh. Danzen a reas an eil goulakadur da heul degas keal an narkisegezh. Gant didenn al libido war-du ar me e teu gallus he direveladur ; Freud a gomze eus gremm ar me evel eus ur gremm “direvelaet ha treüc’het” en araez da vezañ treuzlec’hiet war oberiezhoù anrevel ; koulskoude, eviti da vezañ direvelaet e chomfe gant al libido mennadur pennañ an eroz, eleze unaniñ hag eren. E-se ez eo stag strizh an treüc’hañ ouzh ment narkisek ar me.

3) Freud n’en deus ket bet tro da verkañ ar bevennoù etre an treüc’hañ hag an argerzhioù nes evel ar furmadur erwezhiad, ar palheudañ, an eorizhekaat, an arvoustrañ.

4) E-keñver al luzadoù revel hepken en deus Freud studiet goulakadur an treüc’hañ ; ur studi heñvel a chome d’ober, hag a voe graet gant aozerion all abaoe, war an trëc’hañ e-keñver al luzadoù-argadiñ.

Evelkent e ranker anzav e chom an diouer a arlakadenn gempoell eus an treüc’hañ unan eus mankoù ar meiz bredelfennadel.