br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


SUJET.

l’image du semblable perçue par le sujet comme son image spéculaire, skeudenn ar c’hetpar kantouezet gant ar gouzrec’h evel e zrec’h (sl. IMAGINAIRE) ; le terme de matériel souligne un aspect des productions d’origine inconsciente : leur altérité par rapport au sujet conscient, an termen dafar a ro pouez d’un arvez eus an dedaoladoù a orin diemouez : o allded e-keñver ar me emouez (sl. MATÉRIEL) ; le passage survenant du centre à la périphérie, du sujet à l’objet, an tremen o c’hoarvezout etre kreizparzh ha trobarzh, etre dangorenn hag ergorenn (sl. PROJECTION) ; la projection est couplée avec l’introjection dans la genèse de l’opposition sujet (moi) — objet (monde extérieur), koublet emañ an ervannañ gant ar gougantañ evit a sell dedarzh ar gevenebiezh dangorenn — ergorenn, gouzrec’h — bed diavaez (sl. PROJECTION).

Kudenn a sav gant lieskemeradur an termenoù Gl. sujet ; Al. Subjekt ; Sz. subject.

Er vezekniezh ez eo kevatal peurliesañ da Gl. patient ; Al. Patient ; Sz. patient ; Br. gouziviad.

E bredoniezh klasel an anaout hag en anadennoniezh e kaver ar c’houbladoù keveneboù : Gl. sujet — objet ; Al. Subjekt — Objekt, Gegenstand ; Sz. subject — object ; Br. dangorenn, ergorer — ergorenn, ergorad, gourzhergor (sl. LAVAR 04, Preder, 1970, pp. 40-46).

Er bredelfennerezh, ez eus gant an daou dermen sujet — objet kemeradurioù dibarek. Diouzh un tu, objet (Br. ergerc’henn) a verk kendavead al luzad, ar garantez, h.a. (sl. OBJET). Diouzh an tu all, keal ar sujet, amprest danzeet e-ser an darempredoù diavaez etre mab-den hag ar bed (e Gl. e komzer a sujet de la connaissance, sujet économique, sujet d’observation, h.a.), hag e kendalc’her d’e arverañ pa vez anv a zarempredoù diabarzh, gwech o reiñ dezhañ ster hollelezh ar bred (evel m’en merk termenoù evel intrasubjectif, intersubjectif), gwech o strishaat e erdal d’un arvez, d’un ensav hepken (ar me da skouer, e kement m’en deus darempredoù gant ensavioù all eus ar bred). E-se hon eus kavet gwell degas un termen ouzhpenn : gouzrec’h g.ls. :-ioù (<Kb. goddrych), ha gwiskañ dezhañ ur c’hemeradur hollek (sl. EMSAV, 126, 1978, p. 17, notenn 11).

Sl. IMAGINAIRE ; INTERSUBJECTIF ; MOI ; OBJET ; SUBJECTIF.