Dictionnaire de psychanalyse
Surdétermination, détermination multiple. ◊ Überdeterminierung, mehrfache Determinierung. ◊ overdetermination, multiple determination. ◊ dreistdesaveladur, liesdesaveladur.
Bezañ lies parenn desavelus d’ur furmadur eus an diemouez — azon, hunvre, h.a. Daou zoare disheñvel zo da intent al liesparennegezh-se :
a) Ar furmadur desellet zo an disoc’henn diwar meur a arbenn, ha ne spir ket unan anezho d’ober meiz warnañ.
b) Ar furmadur a ampleg lies elfenn diemouez en araez d’en em frammañ hervez kemalennoù eulek diseurt o kaout pep hini he c’hempoell en ul live dieulerezh dibarek. Ar ster-mañ eo ar boazietañ.
E-barzh Studien über Hysterie (1895), e kaver an daou gemeradur arveret kichen-ha-kichen. An azon darfell a lavarer dreistdesavelet e kement ma tisoc’h war un dro diouzh un tued genezhel ha diouzh un niver darvoudoù daraezek : unan eus ar parennoù-se ne spir ket da zedaoliñ an azon, ken ma c’hell hemañ steuziañ dre hent ar c’hounaat hag an dianerwezhiañ hep kemmañ ar genezh darfellel. Skouer heverk eus an intentadur kentañ, tra ma kaver, en hevelep oberenn, un arroud tostoc’h d’an eil kemeradur : ar chadennadoù-strollata o stagañ an azon ouzh ar graonell gleñvedus a ya d’ober ur reizhiad linennoù skourraouek ha dreist-holl kengerc’h.
Studi an hunvre kent pep tra a lak a-wel anadenn an dreistdesavelañ. “Dreistdesavelet eo pep hini eus elfennoù an endalc’hed diskelat : derc’hennet eo hemañ lies gwech e-barzh dezevoù enkelat an hunvre.” C’hwel an dazbec’hiañ eo a gas d’an dreistdesavelañ. “Souezhus-bras e c’hell bezañ gweredoù an dazbec’hiañ. A-wechoù e ro an dro da vodañ en un hunvre diskelat div steudad dezevoù enkelat disheñvel, ken ma tiraezer un dieuladur bastus evit ur gwel eus un hunvre hep merzout e c’hell bezañ un dieuladur all en eil derez.”
An dreistdesavelañ ne empleg ket ez eo dizalc’h, kenstur, an euladoù diseurt stag ouzh un anadenn. Ar chadennadoù eulek a gej e meur a glomboent, evel ma tiskouez a-du-rall ar strollatadurioù. An azon zo warnañ merk an euladoù disheñvel ez eo-eñ end-eeun araez an treuzvarc’had etrezo. Da skouer e tiskouez Freud “ne c’hell an azon darfell diwanañ nemet mar deu daou c’hoant kevenep, evodet eus div reizhiad vred distag, da vezañ derc’hennet en un hevelep diskelad”.
An dreistdesavelañ en deus degaset Lacan da lavarout ez eo “an diemouez luniet evel ul lavar” : amparet eo an azon dre rikladur ha berniadur an eulwiskadoù ; ned eo nepred an arouez diforc’hell eus un endalc’hed diemouez unel, en hevelep doare ma ne c’haller ket diren ar ger d’an arhent. An diforc’h evelkent zo a bouez : ne dalvez un arouez da c’her nemet e kement ma toug warni he ster ; en eneb, dre e eul e c’hoari an azon, ha ne zegemer ster nemet goude-taol dre an dieulañ.