Dictionnaire de psychanalyse
Surinterprétation. ◊ Überdeutung. ◊ over-interpretation. ◊ dreistdieuladur.
Termen arveret gwechoù ’zo gant Freud a-zivout an hunvre, da aroueziñ un dieuladur nevez oc’h anadiñ goude ma’z eo bet pourchaset un dieuladur kentañ kempoell ha klok da welout. Emañ poell an dreistdieuladur en dreistdesaveladur.
“Tro ’m eus bet c’hoazh da verkañ n’eus tu ebet, en devoud, da vezañ sur ez eo bet peurzieulet un hunvre. Zoken pa hañval an dirouestladenn bezañ bastus ha hep mank, e chom bezus bepred e ve ur ster all d’an hunvre.”
An dreistdieuladur a empleg ez eus eulwiskadoù berniet, eleze liveoù gweleadet adalek an hini ma lakaer a-wel ha ma spisaer hep-mui realoù ha dezgeriadoù gant ar gouzrec’h betek al live ma tizher an eriunell diemouez.
Pezh a ra d’an dreistdieulañ bezañ gallus, ha diziouerus, eo gwikefreoù furmadur an hunvre, an dazbec’hiañ da gentañ-penn. E-se e ranker darbenn e vez lies c’hoant o kavout leuniadur en hevelep hunvre. “Hañvalout a ra an hunvre kaout meur a ster. N’eo ket hepken […] pa c’hell lies c’hoantleuniadur bezañ unanet enni an eil e-kichen egile, hogen ivez pa c’hell un eulad, ur c’hoantleuniadur goleiñ unan all betek ma teuer da stekiñ er goueled donañ ouzh ur c’hoantleuniadur eus ar vabaniezh.”