Dictionnaire de psychanalyse
Surinvestissement. ◊ Überbesetzung. ◊ hypercathexis. ◊ dreistannodadur, dreistkevannodadur.
Degasadenn un annodad ouzhpenn en un derc’had, ur merzad, h.a., kevannodet endeo. Arveret eo an termen-mañ dreist-holl evit a sell argerzh an evezh, e stern arlakadenn freudek an emouezañ.
An termen “armerzhel” dreistannodadur ne ditour ket ergerc’henn nag andon an annodad nevez e kaoz. Da skouer, e lavarer e vez dreistkevannodet un derc’had diemouez pa vez un degasadenn nevez a c’hremm luzadel ennañ. Freud a gomz ivez a zreistannodiñ e tro an didenn narkisek eus al libido davit ar me er skizofreniezh.
Hogen peurliesañ e ra Freud gant an termen-se evit reiñ ur seulad armerzhel d’ar pezh a zeskriv evel un “arc’hwel bred dibarek”, an evezh. “Pa c’hoarvez un arverk a draegezh, e rank an annodad bezant endeo er verzadenn bezañ dreistkevannodet.”
En un diarsell nes a-walc’h, e ra Freud ivez gant an termen dreistannodiñ da aroueziñ an eraozañ ouzh an dañjer o reiñ tro da herzel ouzh an daraez. “Evit a sell an dedro eus kalz daraezioù, emañ an dalc’h gant an diforc’h etre reizhiadoù dieraoz ha reizhiadoù eraozet dre zreistannodadur.”