Dictionnaire de psychanalyse
Surmoi, sur-moi. ◊ Über-Ich. ◊ super-ego. ◊ dreistme.
Unan eus ensavioù ar bersonelezh evel m’en deskrivas Freud e stern eil arlakadenn ar benvegad bred : heñvel eo e roll ouzh hini ur barner, ur reoler oc’h eveshaat hag o kareziñ ar me. Arc’hwelioù eus an dreistme e ve evit Freud ar goustiañs, an emarselliñ, furmadur an eorizhoù.
Ent klasel e termener an dreistme evel hêr da gemplezh Edip ; amparet e vez dre berzh diabarzhadur an darvennoù hag ar berzadoù kerentel.
Bredelfennerion ’zo a arlaka abretoc’h furmidigezh an dreistme pa welont an ensav-se o werediñ ken abred hag ar pazennoù ragedipel (Melanie Klein) pe ac’hoel pa glaskont realoù ha gwikefreoù bred kentrat kenan a ve diaraogerioù an dreistme (Spitz, Glover).
Hervez Freud, e c’hoarvez furmadur an dreistme da-geñver diskar kemplezh Edip : ar bugel, o tivukañ diouzh boziadur e c’hoantoù edipel berzet pelloc’h outañ, a dreuzfurm an annodadur en e gerent en hevelebadur outo : diabarzhiñ a ra ar berzadur.
“Savelidigezh an dreistme a c’haller sellout evel un degouezh a hevelebadur deuet da bennvat ouzh an ensav kerentel.” Ar c’herienn “ensav kerentel” a verk ne intenter ket an hevelebiñ amparus d’an dreistme evel un hevelebiñ ouzh personoù. “Ne vez ket furmet dreistme ar bugel diwar skeudenn ar gerent, hogen diwar skeudenn o dreistme ; ennañ an hevelep endalc’hed, e teu da vezañ derc’houezer an hengoun hag an holl varnoù war an talvoud o trebadout dre ar remziadoù.”
Pouezet en deus Freud war ar mennoz e c’hoarvez an dreistme a zerc’hadoù ger hag e teu e endalc’hedoù eus merzadoù klevedel, a sturiennoù, a lennadennoù. Koulskoude, disheñvel-kaer eo endalc’hed an dreistme diouzh ar berzadoù hag ar reolennoù distaget evit gwir gant ar gerent hag an desaverion, ken ma tarvez d’an dreistme bezañ a-c’hin dezho a-fet garventez.