Dictionnaire de psychanalyse
Symbole mnésique. ◊ Erinnerungssymbol. ◊ mnemic symbol. ◊ argel-koun.
Termen arveret alies gant Freud en e skridoù kentañ evit doareañ an azon darfell.
E meur a destenn e-tro 1895, e termen Freud an azon darfell evel an argel-koun eus an daraez kleñvedus pe eus ar c’henniñv. Keñveriañ a ra an azon darfell ouzh an adeiladoù savet e koun eus un darvoud ; e-se an azonoù diskouezet gant Anna O. zo an “argeloù-koun” eus kleñved ha marv he zad.