Dictionnaire de psychanalyse
Symbolique g. ◊ Symbolische. ◊ symbolic. ◊ argelel.
Hervez Lacan, unan eus tri gwere pennañ ar vaezienn vredelfennadel (an daou all o vezañ an drec’hel hag an trael, sl. IMAGINAIRE, RÉEL) : aroueziñ a ra urzh an anadennoù bred dezho luniadur ul lavar. Hervez Lacan bepred, “luniet eo an diemouez evel ul lavar”.
Freud a laka ar pouez gant an ere etre argel hag argeled, Lacan gant an ereoù etre an argeloù o-unan, gant luniadur ar reizhiad argelel — anaout a reer aze levezon Saussure hag ar strukturelourion.