br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Technique active.aktive Technik.active technique.kalvezerezh oberiat.

Teskad kalvezderioù erbedet gant Ferenczi : en tu all d’an dieuladurioù, e ro an elfenner gourc’hemennoù ha gourzhiunadoù d’an elfennadour da-geñver ersavioù arreadek e-barzh ar gur pe er-maez anezhi pa zegasont boziadoù en araez da skoilhañ ar c’hounaat hag araokaat ar gur.

Dave a ra Ferenczi da Freud e-unan pa hañvale terriñ reolenn an emvirout oc’h enderc’hel an arureion, en un ampoent eus o elfennadur, da dalañ ouzh ar blegenn arureiat.

Kentañ prantad ar c’halvezerezh oberiat eo hini ar gourc’hemennoù, a zo o fal treuzfurmiñ al luzadennoù arvoustret en ur boziadur diskelat hag ober anezho furmadurioù emouez. An eil prantad a c’hoarvez a c’hourzhiunadoù o tougen war ar furmadurioù-se : gouest eo neuze an elfenner da zestagañ ar realoù hag ar c’hantaezadoù lakaet a-wel er prantad kentañ ouzh plegennoù eus ar bugelvezh.

Er c’hontrol d’an hentenn gatartek (sl. CATHARTIQUE) ma vez diflukadur an eñvorad o teren un erwezhiad from, an hentenn oberiat, o tevoudañ ur gweshaat hag erzerc’hadur ar c’hantaezad, a aesa da zistro an arvoustred. “Bez’ e vez marteze endalc’hedoù mabanvezhel na c’hellont ket bezañ daskounet, hepken dazbuhezet.”