br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Tendresse.Zärtlichkeit.tenderness.tenerded.

En arver arbennik a ra Freud eus an termen-mañ e talvez, e keveneb d’an termen Sinnlichkeit “blizoni”, da aroueziñ un emzalc’h ouzh an hentez o kenderc’hel pe oc’h addedaoliñ mod kentañ darempred karantez ar bugel ma ne vez ket dizalc’h ar bliz revel, hogen bepred e gouskor boziadur al luzadoù-emgemmirout.

E-barzh Über die allgemeinste Erniedrigung des Liebeslebens (Diwar-benn an hollekañ izeladur eus ar vuhez karantez, 1912) eo e voe degaset Freud da lakaat e kemm ur “redenn vlizoni” hag ur “redenn denerded”. Ur forc’hadur kentañ a verzer er bugelvezh, ur redenn vlizoni pe, ent resis, ur redenn revel o tont a-wel pa’z a ar bliz erotek diwar hent an ergerc’henn merket dezhañ gant ezhommoù ar beved evit dont da vezañ enerotek. E-doug an enkelvezh e vez blinaet ar palioù revel dre berzh an arvoustrañ, pezh a ro nerzh da redenn an denerded. Gant bount luzadel ar gaezouregezh avat, “redenn c’halloudek ar vlizoni ne zianavez ket pelloc’h he falioù”. Ned eo nemet tamm-ha-tamm e c’hallo an ergerc’henn revel “desachañ an denerded a oa stag ouzh an ergerc’hennoù diagent”.