Dictionnaire de psychanalyse
THÉORIE.
référence est ici faite à la théorie du rêve, dave a reer amañ da arlakadenn an hunvre (sl. ACCOMPLISSEMENT DE DÉSIR) ; théorie cloacale, arlakadenn ar c’hloak (sl. CLOACALE) ; théorie freudienne de l’inconscient, arlakadurezh freudek an diemouez (sl. FIXATION) ; un des systèmes définis par Freud dans le cadre de sa première théorie de l’appareil psychique, unan eus ar reizhiadoù termenet gant Freud e stern e arlakadenn gentañ eus ar benvegad bred (sl. INCONSCIENT) ; le principe de constance est au fondement de la théorie économique freudienne, emañ pennaenn an arstal e diazez arlakadenn armerzhel Freud.
∆ Diforc’hiñ a reer :
— arlakaat, lankad eus argerzh ar ouezoniezh, anezhañ steuñviñ displegadur ur rumm savelennoù diwar-bouez ur bennaenn ; an arlakadenn, Gl. “théorie, grande hypothèse” zo an tennad etre ar goulakadur, Gl. “hypothèse”, hag ar reizhiad, Gl. “système”.
— damkanañ, a zo derc’hennañ an oberoù hag an devoudoù war-benn diskoachañ ar c’hempoell a zo enno ha prientiñ oberoù ha devoudoù nevez ; ent arbennik, en niderezh, Gl. “praxis”, an damkaniezh, Gl. “théorie”, hag an embregiezh, Gl. “pratique”, zo daou vlein an daelerezh, Gl. “dialectique”. Er bredelfennerezh, an arlakadennoù freudek a dalvez da zamkanañ an devoudoù o tont war wel e-doug ar gur ha da heñchañ emelloù (embregiezh) ar bredkurer.