Dictionnaire de psychanalyse
Autoplastique — alloplastique. ◊ autoplastisch — alloplastisch. ◊ autoplastic — alloplastic. ◊ aotoplastek — alloplastek, emzelviñ — allzelviñ.
Termenoù o toareañ daou rizh erwezhiañ pe azasaat, an eil o c’hoarvezout eus daskemmadur ar bevedeg hepken, egile eus daskemmadur an endro.
Evit S. Ferenczi ez eo an azasaat aotoplastek (pe : dre emzelviñ) un hentenn gezivik-tre, a-geñver gant ur bazenn diorreadur (pazenn ar προτο-ψυχὴ) ma n’en devez krog ar bevedeg nemet warnañ e-unan. Ul liamm a wel Ferenczi etre ar bazenn-se hag azonoù neuroz evel an amdreiñ darfellel ha, resisoc’h gant ar pezh a ra anezhañ an “anadennoù-dedraiñ” : “o anien eo leugnidigezh ur c’hoant, evel dre hud, diwar-bouez an dafar korfel a zo en e gerz ha, zoken mard eo en un doare kezivik, dre un derc’hañ-delviñ”. Bez’ e c’hoarvezfe eno un argizadur donoc’h eget en hunvre peogwir ez a ar c’hoant diemouez e gwered, nann dre ul lun-gweled, hogen dre stadoù ha gwezhioù korf. Dre gevenebiezh e komz Ferenczi a-wechoù eus azasaat alloplastek (pe dre allzelviñ) evit doareañ an oberoù troet ouzh an diavaez, o reiñ tu d’ar me da zerc’hel e gempouez.
Daniel Lagache a arver ivez ar c’healioù-se evit danzen e veizad a’r realezh. Sevel a ra an daolenn-mañ :
Gwezhiadennoù | ||
---|---|---|
Aotoplastek | Alloplastek | |
Trael → | Bevedel. | Oberoù danvezel. |
Argelel → | Oberiezh emouez ha diemouez ar bred. | Lavar ha kehentiñ argelel. |