br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Trace mnésique.Erinnerungsspur, Erinnerungsrest.mnemic trace, memory trace.kounlerc’h g.ls. :-ioù.

Termen arveret gant Freud a-hed e oberenn da aroueziñ an doare ma vez enskrivet an darvoudoù er c’hounerezh. Hervez Freud e vez dodet ar c’hounlerc’hioù e-barzh reizhiadoù diseurt ; trebadout a reont enno, dierzerc’h : advlivaet e vezont hepken dre vezañ kevannodet.

Disheñvel eo meizadur freudek ar c’hounlerc’h diouzh meizadur kantouezelour an engrammoù (enlouc’hoù o skeudenniñ an draelezh).

1) Enskrivet eo ar c’hounlerc’h e meur a reizhiad war un dro, hag ur rouedad darempredoù zo etre ar c’hounlerc’hioù hervez rizhoù strollata diseurt (dre arbennelezh, diaserelezh, h.a.). E par an dec’hervel, e vo emouesaet un eñvorad diwar-bouez ur c’henarroud-strollata ’zo, tra ma chomo dreist diraez an emouezañ e-barzh ur c’henarroud all.

2) Tennañ a ra Freud da zinac’h pep skiantennegezh ouzh ar c’hounlerc’hioù. “Pa zeu an eñvoradoù da vezañ emouez en-dro, n’eus ganto tamm skiantennegezh pe nebeut-kaer e-skoaz ar merzadoù.”

Freud a venn deskrivañ arc’hwel ar c’hounerezh e termenoù armerzhel a-raok pep tra hag ober meiz war enskriverezh ar c’houn er benvegad neuron hep lakaat e penn-kont nep heñvelder etre al lerc’hioù hag an ergorennoù. Ne ve ar c’hounlerc’h nemet ur gempennadenn dibarek a arloezadoù hevelep ma vez pleustret un tremenlec’h ’zo kentoc’h eget unan all. Heñvel a-walc’h eo ur seurt arc’hwelañ eus ar c’hounerezh ouzh ar pezh a anver “eñvor” er sturijinennoù, savet diwar bennaenn ar c’hevenebadoù daouel ; an hevelep rouedad kavazoù zo enno hag er benvegad neuron imbroudet gant Freud.

Dav eo merkañ e chomas valigant doare Freud da veizañ ar c’hounerezh. E skridoù ’zo goude 1900 e ro alies Erinnerungsvorstellung (“kounderc’hadenn”) da genster da Erinnerungsspur, o tiskouez e ra eus ar c’hounlerc’hioù skeudennoù eus an traoù er ster m’en intent ar vredoniezh kantouezelour.