Dictionnaire de psychanalyse
Transfert. ◊ Übertragung. ◊ transference. ◊ treuzdoug g.
Argerzh ma’z a ar c’hoantoù diemouez e gwered ouzh ergerc’hennoù ’zo e stern darempredoù dibarek ha peurgetket e stern an darempred elfennadel. Peurliesañ e talvez an termen “treuzdoug” kement hag an treuzdoug o c’hoarvezout er gur vredelfennañ.
Intent a reer an treuzdoug evel an arreadur eus pimpatromoù bugelvezhel buhezet gant ur santad kreñv a vremanegezh.
Ent klasel, e seller ouzh an treuzdoug evel an dachenn ma vez c’hoariet kudennadur ar gur, he desezadur, he modelezhioù, he dieuladur hag he diskoulm.
“Petra eo an treuzdougoù ? Advouladurioù, eiladoù diwar al luzadennoù hag an eriunelloù a ranker dihuniñ hag emouesaat bep ma’z a an elfennerezh war-raok ; dezverk o spesad eo erlec’hiadur person ar mezeg ouzh ur person anavezet diagent.” “Enlakaet e vo ar mezeg e-barzh unan eus ar ‘steudadoù’ bredel furmet endeo gant ar gouziviad.”
Kemm a laka Freud etre daou seurt treuzdoug : unan yaek, an treuzdoug a drivliadoù tener, unan nac’hek, an treuzdoug a drivliadoù galen.
Diwar an treuzdoug e tisoc’has Freud gant ur c’heal nevez : an neuroz treuzdoug. “Dont a reomp reoliek da reiñ da bep azon eus ar c’hleñved ur ster nevez treuzdougel, da erlec’hiañ ouzh an neuroz boutin un neuroz treuzdoug a c’haller pareañ ar c’hlañvour anezhañ dre labour ar gur.” An treuzdoug zo “an dachenn ma rank bezañ gounezet an trec’h […]. Diarvar eo e kav ar bredelfenner ar poanioù brasañ en trevell da vestroniañ anadennoù an treuzdoug, hogen arabat diwelout ez eo ar poanioù-se end-eeun a rent ar servij dreist pep priz degas e gwered hag en erzerc’h ar fiñvennoù karantez, endonet hag ankouaet ; rak, a-benn ar fin, ne c’haller lakaat d’ar marv hini ebet in absentia pe in effigie”. “An treuzdoug, ken en e furm yaek, ken en e furm nac’hek, a ya en arempred an harzder ; hogen etre daouarn ar mezeg e teu da vezañ ar galloudusañ benveg-yac’haat hag e c’hoari ur roll a c’haller a-vec’h dreistpriziañ e dialusk argerzh ar pare.” “Ar c’hlañvour ne c’hell ket derc’hel koun eus kement a zo bet arvoustret ennañ ha marteze eus ar pep pouezusañ […]. Rankout a ra kentoc’h arren an arvoustred evel buhezadenn er bremañ.” Koulskoude e tle an elfenner diouzh e du “bevennañ ar muiañ gwellañ domani ar seurt neuroz treuzdoug, kas ar muiañ gwellañ a endalc’hed war hent ar c’hounaat ha leuskel an nebeutañ gwellañ gant an arreata.”
En arroud-mañ diwezhañ e kaver meneg eus ar gevenebiezh lakaet a-wel gant Freud etre gweshaat (ar gouzrec’h o tazbuhezañ hep rat dezhañ, oc’h arreata ur blegenn diagent ma werede ur c’hoant bet arvoustret) ha kounaat (ar gouzrec’h oc’h emouezañ ouzh ar blegenn diagent, — gant rat, eleze en he gwerc’helezh tremenet — ha war un dro ouzh ar c’hoant arvoustret).
∆ Sl. LAVAR 07, Preder, 1979, pp. 56-58.