Dictionnaire de psychanalyse
Travail du deuil. ◊ Trauerarbeit. ◊ work of mourning. ◊ c’hwel ar c’hañv.
Argerzh enbredel da heul koll un ergerc’henn edo ar gouzrec’h stag outi, ma teu drezañ a-benn d’en em zistagañ a-bazennadoù.
E 1915, e-barzh Trauer und Melancholie, e voe degaset keal c’hwel ar c’hañv. Ent klasel ez intented ar c’hañv evel un distagadur gouzañvat, un distanidigezh eus an doan gant an amzer. Freud a ziskouez en eneb ez eus anezhañ un argerzh oberiat, — en arvar da vont e-biou evel ma tiskouez ar c’hañvoù kleñvedel.
C’hwel ar c’hañv zo da veizañ evel un dec’hweladur o klotañ gant ar ret evit ar benvegad bred eren al louc’hadoù daraezek. Goude koll an ergerc’henn, ar gouzrec’h a ya war zigreskiñ e zeur ouzh ar bed, skrapet ma’z eo e c’hremm gant e zoan hag e eñvoradoù betek an ampoent ma “rank ar me, koulz lavarout, divizout ha mennet eo da rannañ tonkad [an ergerc’henn aet dioutañ] hag, oc’h ober stad eus an holl voziadoù narkisek a vez diwar ar menel bev, ma kemer e zisentez o troc’hañ al liamm ouzh an ergerc’henn aet da get”.
Freud a ziskouezas an derezioù a zo etre ar c’hañv reol hag ar c’hañvoù kleñvedel ; ar gouzrec’h en em lak kiriek d’ar marv c’hoarvezet, a zinac’h hemañ, a gred bezañ levezonet pe pozitet gant an hini marv, a lavar bezañ gant ar c’hleñved en sammas, h.a. Gant ar c’hañv kleñvedel, ar c’henniñv amluskegezhel a ya en eil renk. Un derez pelloc’h, gant ar velankoliezh, en em heveleb ar me ouzh an ergerc’henn gollet.
Goude Freud, o deus ar vredelfennerion studiet furm reol ar c’hañv diwar e furmoù kleñvedel, gouvidel ha melankolek, hogen ivez maniakel, o pouezañ peurgetket war roll an amluskegezh hag arc’hwel an argadusted ouzh an hini marv e kement ma ro an dro d’en em zistagañ dioutañ.