br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Union — désunion (des pulsions).Triebmischung — Triebentmischung.fusion — defusion (of instincts).kejañ — digejañ (al luzadoù).

Termenoù arveret gant Freud, e stern e arlakadenn diwezhañ al luzadoù, evit deskrivañ ar c’heñverioù etre luzadoù a vuhez ha luzadoù a varv evel ma erzerc’hont ent fetis. Kej al luzadoù zo ur meskadur ma kaver pep hini eus an div elfenn diouzh kenfeurioù diseurt ; an digejañ zo un argerzh a zegasfe, ouzh ar vevenn, an daou seurt luzadoù da arc’hwelañ distag, pep hini o vukañ dizalc’h d’e bal piaouel.

Ar c’hendurc’hadur eus daou luzad, hag int distag en o dialusk, etrezek an un ergerc’henn ne spir ket da dermenañ ar c’hejañ ; an amluskegezh eo a gaver eno ha dres ez eo evit Freud ar skouer eus un digejañ pe eus “ur c’hejañ n’eo ket bet kaset da benn”. Ezhomm ez eus ouzhpenn eus kenglotusted ar palioù, eus ur meni kevandodiñ dre berzh ar revelezh. “D’hon meno, ar sadegezh hag ar vazoc’hegezh zo div skouer dispar a gejadur eus daou seurt luzadoù, eroz hag an argadusted.” O teskrivañ emdroadur ar revelezh e tiskouez Freud penaos ez a an argadusted en arempred al luzad revel.

Freud a lak war wel ivez e c’hell ar c’hejañ etre eroz hag argadusted bezañ ur meskadur hervez an holl genfeurioù gallus, hag ez eus aze ur meni steudad kenglokadek. “Daskemmoù kenfeur al luzadoù war gej a c’hell degas heuliadoù heverk. Ur reñver argadusted revel a c’hell ober eus un amourouz ur muntrer sadek, un digresk re vras eus ar barenn argadiñ en laka da vont lent pe dic’halloud.”

En eneb, an digejañ a c’haller termenañ evel un argerzh o taskoriñ e bal emren da bep hini eus al luzadoù. An digejañ zo evel ur stad vevennat na gaver er c’hlinik nemet arnesadoù dezhi — pep digejadur o vezañ un argizad e-keñver ul lusk o c’hougevaniñ bepred muioc’h an argadusted ouzh an arc’hwel revel. Amluskegezh an neuroz mac’hennel zo evit Freud ar skouer splann eus digejadur al luzadoù.

Koulskoude, ar sell kementadek ne zle ket lakaat da ziwelout an arvez doareadel-mañ : libido hag argadusted n’int ket da intent evel aozennoù kemparzhek. Al libido zo ur gwereder eren (Bindung), kejañ ; an argadusted, er c’hontrol, a denn da “freuzañ an darempredoù”. Eleze, seul vrasoc’h feur an argadusted, seul nesoc’h ar c’hejañ da baouez ; e gin, seul stankoc’h al libido, seul startoc’h ar c’hejañ : “[…] argizadur al libido, lakaomp eus ar bazenn c’hanadel d’ar bazenn sadek-fraezhel, zo e dalc’h un digejañ eus al luzadoù ; er c’hontrol, un araokadur diwar ar bazenn diagent d’ar bazenn c’hanadel klok zo dezhañ da amplegad un degasadenn a elfennoù erotek.”

Ent yezhel, Freud a reas lerc’h-ouzh-lerc’h gant termenoù diseurt evit aroueziñ kejañ ha digejañ al luzadoù : Verschmelzung “teuzadur”, Legierung “kendeuzadur”, sich kombinieren “kevosodiñ”. Ar c’houblad Mischung (Vermischung) — Entmischung “meskadur — diveskadur” zo chomet en arver.