Dictionnaire de psychanalyse
Viscosité de la libido. ◊ Klebrigkeit der Libido. ◊ adhesiveness of the libido. ◊ gludegezh al libido.
Perzh arlakaet gant Freud evit ober meiz war ouested bras pe vrasoc’h al libido da c’hlenañ ouzh un ergerc’henn pe ur bazenn-emdreiñ hag an aes pe an diaes ez eo dezhi kemmañ he annodadoù ur wech ma vezont graet. Derezioù diseurt a ve d’ar c’hludegezh hervez an hiniennoù.
Meur a dermen a arveras Freud da aroueziñ ar perzh-se eus al libido : Haftbarkeit “stagusted, pegusted”, Fähigkeit zur Fixierung “gouested da c’hlenañ, glenusted”, Zähigkeit “gwevnded”, Klebrigkeit “gludegezh, glenegezh”, Trähigkeit “diegi”. An daou dermen-mañ diwezhañ a zeue a-well-youl dindan e bluenn.
“Difenn a rae [Den e vleizi] pep savlec’h libidinel, ur wech diraezet, gant an nec’h da vezañ koller ouzh e zilezel, rak aon na gavfe er savlec’h da heul un erlec’hiad na ve ket peurvozius. Bez’ ez eus eno ur perzh pouezus ha diazez a’m eus hiniennekaet en Tri arnodskrid war arlakadenn ar revelezh evel gouested da c’hlenañ.”
Gant gouzrec’hioù ’zo, “an argerzhioù delusket da-geñver ar gur a c’hoarvez kalz gorrekoc’h eget gant gouzrec’hioù all pa na c’hellont ket, evit doare, en em grennañ da zistagañ annodadoù o libido diouzh un ergerc’henn ha d’o zreuzlec’hiañ war un ergerc’henn all, daoust ma n’eur evit dizoleiñ arbenn spesadek ebet da seurt fealded an annodiñ”.
Notañ a ra Freud e kaver ur skoilh gin gant loc’husted re vras al libido, disoc’hoù an elfennerezh o chom neuze bresk-tre.
A-benn ar fin e wel er c’hludegezh un dra bennak andireadus, ur meni “niver kentañ”, anelfennadus, digemmadus, evel ur barenn c’henezhel o vont war greñvaat gant an oad. He hañvalout a ra c’hoazh ouzh un anniñv bred, kevelep d’an entropiezh er reizhiadoù alvezel : da-geñver treuzfurmadurioù ar gremm bred, ne ve nepred tu da ziloc’hañ en e bezh ar c’hementad gremm glenet.
Sl. PLASTICITÉ DE LA LIBIDO.