Dictionnaire de psychanalyse
Zone érogène. ◊ erogene Zone. ◊ erotogenic zone. ◊ tachad erogen.
Kement lec’hienn eus an amwiskad kroc’hen ha glaourgenn e tro da vezañ sez d’ur broud a rizh revel. Ent spesadekoc’h, rannbarzhioù a zo dre berzh arc’hwel sez d’ur seurt broud : tachadoù ar genou, ar fraezh, an tachad kantroazh-genel, ar begoù bronn (sl. ÉROGÈNE).
Freud a astenne an erogended d’an organoù diabarzh zoken. “Evit komz didro, ar c’horf a-bezh zo un tachad erogen.” Tachadoù ’zo neoazh a hañval bezañ “raktonket” d’an arc’hwel-se. En oberiezh sunañ, an tachad genou zo desavelet dre berzh ar beved d’e arc’hwel erogen ; pa suner ar meud, hemañ en deus perzh er broud revel evel “eil tachad erogen, zoken a dalvoud bihanoc’h”. Andon eo an tachadoù erogen d’al luzadoù darnel diseurt (enerotegezh, sl. AUTO-ÉROTISME ; PULSION PARTIELLE). Desavelañ a ra pep hini gant spesadegezh bras pe vrasoc’h ur rizh ’zo a bal revel.