br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Zone hystérogène.hysterogene Zone.hysterogenic zone.tachad histerogen.

Nep lec’hienn eus ar c’horf o deus Charcot, ha Freud da c’houde, diskouezet e oa, e degouezhioù ’zo a zarfell amdreiñ, sez da anadennoù eraeziñ dibarek ; doareet gant ar c’hlañvour evel laurek, e vez al lec’hienn-se evit gwir pa imbourc’her kevannodet gant al libido, ar broudañ anezhi o tevoudañ ersavioù nes d’ar re degaset gant ar blijadur revel hag o vont gwechoù ’zo betek ar barrad darfell.

Un tachad histerogen zo ul lec’hienn eus ar c’horf deuet da vezañ erogen. Freud, e-barzh Drei Abhandlungen zur Sexualtheorie (1905), a lak pouez gant an devoud “ez eo heñveldoare an tachadoù erogen hag an tachadoù histerogen”. Diskouez a ra e c’hell pep tachad eus ar c’horf dont, dre berzh un treuzlec’hiañ diwar ar rannbarzhioù a zo o arc’hwel pourchas bliz revel, da vezañ erogen d’o zro. Gweredus dreist eo seurt argerzh erogenaat gant an darfelleg. Desavelet e vez doareoù an treuzlec’hiañ gant istor ar gouzrec’h. Dizoloet e voe an arvez-mañ gant Freud e-ser bredelfennañ Elisabeth von R. : “Ar glañvourez a’m souezhas da gentañ o reiñ da c’houzout e ouie erfin perak e loc’he bepred al laur diwar ur poent resis eus he morzhed dehou hag e oa an taerañ eno. Al lec’h eo end-eeun ma veze he zad bep beure o harpañ e c’har goeñvet pa gemme-hi al lienadur. Kement-se he doa graet ur c’hant gwech bennak ha, tra heverk, tro ebet betek an deiz-se n’he doa soñjet keñveriañ an daou zevoud ; degas a rae din eno an displegadur eus furmidigezh un tachad histerogen amrizhek.”

Ober a c’haller ivez gant ar gerluniad brezhonek darfelleiat “gantañ ar perzh genel ersavioù darfell”.