br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Besoin de punition.Strafbedürfnis.need for punishment.ezhomm kastiz.

Darvenn diabarzh lakaet e penn-kont gant Freud evit displegañ ar c’hlask d’ar plegennoù poanius pe izelaus hag ar boz kavet enno (mazoc’hegezh divezel).

Abred e tizoloas Freud anadennoù o verkañ an emgastiz : an hunvreoù kastiz, a zo evel an truaj talet d’ar garez evit gwalc’hañ ur c’hoant, erzerc’hadoù an neuroz mac’hennel, ar velankoliezh ma’z a an emgastiz betek an emlazh, oberoù-argadiñ ha felladennoù ’zo graet evit bezañ kospet ; er gur ivez, e note pezh a anvas erwezhiad nac’hek ouzh ar gur, a zo “evel un nerzh o stourm a bep hent ouzh ar pare hag o vennout groñs chom speg er c’hleñved hag el laur”.

Bep ma’z ae gant e imbourc’hioù e tezrannas Freud spisoc’h ar realoù emgastiz.

En diarsell lunegorel e kinnigas un displegadur anezho dre an tennder etre un dreistme darvennus-bras hag ar me, o tiforc’hañ daou zegouezh : tud ’zo a hañval bezañ dindan vestroni ur goustiañs taerus diemouez, eleze un dreistme sadek ; tud all a c’houlenn poan hag o devez boz enni — diarc’h graet pe ouzh an dreistme pe ouzh ensavioù kerentel diavaez —, o tiskouez enta ur me mazoc’hek.

E dibenn e vuhez e oa deuet Freud da intent an ezhomm kastiz evel un erzerc’had eus al luzad a varv.