Dictionnaire de psychanalyse
Bisexualité. ◊ Bisexualität. ◊ bisexuality. ◊ divrevelezh.
Keal degaset gant Freud er bredelfennerezh dindan levezon Wilhelm Fliess : pep den en defe war un dro tuedoù gourevel ha benevel ; o adkavout a rafed er c’henniñvoù a rank pep hini gouzañv evit ensammañ e revelezh. Soliañ a ra Fliess e arlakadenn war arguzennoù bevedel ha bredel :
— ar gorfadurezh hag ar groueelloniezh a ziskouez ez eo reol an hermafrodegezh en un derez pe zerez : e pep unan ez eus, ouzhpenn e venvegad-genel, aspadennoù diwar venvegad-genel ar rev all ;
— an divrevelezh, anat e degouezhioù kleñvedel evel an heñvelreviadezh, zo bezant ivez e pep hinienn reol : deveizañ a ra Fliess arlakadenn freudek an arvoustrañ evel ur c’henniñv-bred etre an div revelezh, ar rev drec’h oc’h arvoustrañ en diemouez leuriadur bredel ar rev drec’het.
Freud koulskoude n’en deus ket degemeret arlakadenn Fliess hep sevel ur rumm arbennadennoù :
— ur meizad kemplezh eo ar c’houblad gourevelezh-benevelezh ; kemeradurioù disheñvel zo dezhañ hervez m’en em lakaer el liveoù bevedel, bredel pe kevredadel ;
— oc’h ober eus an arvoustrañ ur wikefre revel, e ro Fliess un diazez bevedel dezhañ ; padal ez anzav Freud e vez peurliesañ arvoustret kement a ya war-enep da rev an hinienn, — nemet n’eus ket a-walc’h gant roadennoù ar beved evit displegañ an arvoustrañ : en hiniennoù a bep rev e vez luzadennoù ken gourevel, ken benevel a c’hell mont da ziemouez dre an arvoustrañ.