br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Ça.Es.Id.se.

Unan eus an tri ensav diforc’het gant Freud en e eil arlakadenn eus ar benvegad bred. Blein luzadel ar bersonelezh eo ; diemouez eo e endalc’hedoù, eztaol bredel al luzadoù, hag int diwar hêrezh hag enganet evit un darn, diwar arvoustr hag arzeuet evit an darn all.

Ent armerzhel ez eo ar se mirlec’h kentañ ar gremm bred ; ent dialuskel, ez a e kenniñv gant ar me hag an dreistme, ar re-mañ o vezañ, dre o dedarzh, diforc’hekadurioù diwarnañ.

Daou boent zo e-kreiz kudennadur ar se : e vevennoù, e luniadur.

Dispis eo ar vevenn etre ar se hag ar me ; “en e lodenn-draoñ emañ ar me kemmesket gant ar se. An arvoustred ivez zo kemmesket gant ar se, pa’z eo ur parzh anezhañ”. Evit an dreistme ned eo ket un ensav peuremren ; hag eñ diemouez evit an darn vrasañ, “emañ sanket er se”. Erfin, n’eus ket harzoù fraezh etre ar se ha seulad kreudel al luzad ; ar se zo “digor e benn e tu ar c’hreud”.

Evit a sell luniadur ar se, e lavare Freud ez eo ur rouestl, “ur c’haöz”. Leuniet eo gant ur gremm o tont eus al luzadoù, met n’eus ennañ framm ebet p’en keñverier gant mod frammadur ar me. Koulskoude, e teskriv Freud un danvez frammañ d’ar se, diwar-bouez e arc’hwel diouzh an argerzh kentael, haenadegezh dedarzhel al luzadoù, ar gevenebiezh daelerezhel etre luzad a vuhez ha luzad a varv.