Dictionnaire de psychanalyse
Cannibalique. ◊ kannibalisch. ◊ cannibalistic. ◊ kanibalek.
Termen arveret evit doareañ an darempredoù ouzh ergerc’henn hag an eriunelloù a-geñver gant an oberiezh c’henaouel, o taveiñ d’ar ganibalegezh boaziet gant pobladoù ’zo. Kennotañ a ra arvezioù diseurt ar gougorfañ a-c’henou : karout, distrujañ, mirout en diabarzh an-unan, perc’hennañ perzhioù an ergerc’henn. Anv a reer a-wechoù eus ar bazenn ganibalek evel kevatal d’ar bazenn c’henaouel pe, spisoc’h, d’an eil pazenn c’henaouel hervez Abraham (pazenn c’henaouel-sadek). Daou brantad a ra Abraham eus ar bazenn c’henaouel : prantad sunañ ragamluskvezhel ha prantad dantañ amluskvezhel — hemañ eo o vezañ ar bazenn ganibalek.