Dictionnaire de psychanalyse
Cathartique : méthode —. ◊ kathartisches Heilverfahren, kathartische Methode. ◊ cathartic therapy, cathartic method. ◊ kur gatartek, hentenn gatartek.
Hentenn vredkurañ dezhi da amkan ar skarzhadur (katarsiz), eleze un diskargadur azas eus ar c’hantaezadoù kleñvedus. Gant ar gur e kav ar gouziviad an dro da zaskounañ ha zoken da zazbuhezañ an darvoudoù daraezek ez eo liammet outo ar c’hantaezadoù-se ha da zianerwezhiañ ar re-mañ.
En istor, emañ stag an hentenn gatartek ouzh ar pranted 1880-1895 ma edo ar bredelfennerezh o’n em zigejañ diouzh ar predererezh dindan deoghun.