br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Acte manqué.Fehlleistung.parapraxis.goustaol g.ls. :-ioù.

Real na dizh ket an disoc’h mennet, hogen unan all en e lec’h, — furmadur treuzvarc’had etre ar mennad emouez hag an arvoustred. Pep ober c’hwitet n’eo ket ur goustaol ; er goustaol, ez eur gouest ha boas da zont a-benn ha, daoust ma klasker alies displegañ ar fazi dre an dievezh pe an dargouezh, e c’hoarvez evit gwir dre berzh ur c’hoant diemouez, ken ma’z eo ar goustaol un taol e-biou e-keñver an diviz emouez, hogen dreist-holl un taol e-barzh evit ar c’hoant diemouez.

Ar goustaoliñ a c’hoarvez en holl dachennoù eus arc’hwelerezh ar bred : el lavar (linkadennoù teod ha pluenn — gouskomz, gousskriv, gouslenn), en dezevout (gouskeal, gouskoun), er merzout (gouskantvout), en ober (gousreal) ; pa c’hoarvez ar goustaol a ziankañ un dra bennak (gouskoll), h.a.

E-se e kinnigomp arverañ ar rakger gous- (<*uo-eks-) er vredoniezh da verkañ gwariadur un elfenn emouez dre berzh un danwered diemouez. Arveradus e chom evel just termenoù ar yezh voutin : linkadenn, treuzvieziñ, treuzviezadenn, h.a.