br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Acting out.Agieren.acting out.darwezhiañ.

Termen arveret gant bredelfennerion ’zo da aroueziñ realoù dezho peurliesañ doare un darlusk em- pe allargadus, e disklot gant luskedoù boas ar gouziviad. E diflukadur an darwezhiañ e welont ar merk eus distro an arvoustred.

Mesket e chom tamm pe damm ar meizad a glasker aroueziñ dre an termen acting out (darwezhiañ) gant ar meizad a lakae Freud dindan an termen agieren (gweshaat, sl. MISE EN ACTE).

Ret eo merkañ ivez e vez alies troet acting out e galleg dre passage à l’acte ; hogen ar c’herienn-mañ a arverer ivez er vredvezegiezh evit aroueziñ oberoù darluskek, feuls, argadus, ar gouziviad o vont eus un derc’had, un tuadur, d’an ober end-eeun (er ster-se : mont d’an ober).