Dictionnaire de psychanalyse
Clivage du moi. ◊ Ichspaltung. ◊ splitting of the ego. ◊ disfaout ar me.
Termen arveret gant Freud da aroueziñ un anadenn dibar a stader er fetichegezh hag er psikozioù : ar genvezañs e-barzh ar me eus daou emzalc’h e-keñver an draelezh e kement ma teu houmañ da gontroliañ un diarc’h a-berzh luzad : an eil o kantvout an draelezh, egile oc’h ezkantvout an draelezh hag oc’h erlec’hiañ outi un dedaolad eus an eriunañ, — an daou emzalc’h o trebadout kichen-ha-kichen hep etrelevezon.
Ar fetichourion “diouzh un tu a c’hourzhod ar verzadenn he deus diskouezet dezho an diouer a galc’h en organ-genel ar vaouez, […] diouzh an tu all a anavez an diouer-se hag a denn anezhañ an dezastumadoù reizh. Trebadout a ra an daou emzalc’h-se kichen-ha-kichen o buhez-pad hep en em levezoniñ”.