br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Cloacale : théorie —.Kloakentheorie.cloacal theory, cloaca theory.arlakadenn ar c’hloak.

Arlakadenn a-berzh ar bugel o tianaout an diforc’h etre gouin ha fraezh : ar vaouez he defe ur gavenn hag un digor hepken a ve war un dro lec’h-kac’hout, -kediañ ha -genel, - ar babig o vezañ ezvountet evel ur c’haoc’had.

Emañ ar benvegad-genel e-kefin ar c’hloak ; “ur stagadenn zoken eo dezhañ hep-mui gant ar vaouez”. Evit Freud, diwar seurt andiforc’hegezh eo “e rank ar gouin, hag eñ deveret eus ar c’hloak, bezañ degaset e reizh an tachad erogen trec’h”.