br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Abréaction.Abreagieren.abreaction.dianerwezhiañ.

Diskarg from en em zieuber drezi diouzh ar c’hantaezad stag ouzh eñvor un darvoud daraezek, o virout outañ dre se a vezañ pe a chom kleñvedus.

Daou donkad a c’hell kaout ar c’hantaezad diwanet da-geñver un darvoud. Mar ersav diouzhtu ar gouzrec’h, da skouer dre leñvañ, dre daeriñ pe dre brientiñ an dial, e steuz ul lodenn vat eus ar c’hantaezad — lavarout a reer e vez erwezhiet e-ser an ersavioù-se. Pa na c’hoarvez ket an erwezhiañ diouzhtu, e vez goudavet ar c’hantaezad hag e chom stag ouzh an eñvor. Mar bez diskarget ar c’hantaezad goude un amzer a c’houdav, e lavarer ez eo dianerwezhiet. C’hoarvezout a ra an dianerwezhiañ pe dioutañ e-unan, ent emdarzhek, pe dre hent ar vredkur, houmañ o reiñ d’ar gouziviad an tu da gounaat ha da ergorelaat dre ar gomz an darvoud daraezek ha da zilaoskiñ ar pegement kantaezad en lakae da vezañ kleñvedus. “El lavar e kav mab-den un erlec’hiad ouzh an ober, erlec’hiad a c’hell bennozh dezhañ ar c’hantaezad bezañ dianerwezhiet hogos en hevelep doare” (Breuer & Freud).