Dictionnaire de psychanalyse
Complaisance somatique. ◊ somatisches Entgegenkommen. ◊ somatic compliance. ◊ deblegusted kreudel.
Troienn degaset gant Freud e-ser displegañ “debarzh an neuroz” darfell hag an dibab eus an organ pe ar benvegad-korf ma c’hoarvez an amdreiñ : ar c’horf — gant an darfelleg pergen — a bourchasfe dafar brientek evit eztaol argelel ar c’henniñv diemouez. “An azon darfell a ampleg un degasadenn eus an daou du ; ne c’hell ket c’hoarvezout hep ma ve un deblegusted [Entgegenkommen “diambroug”] kreudel a-berzh un argerzh reol pe gleñvedel e-barzh pe e-keñver un organ eus ar c’horf.” Bez’ ez eus un dra bennak er c’horf a zo diambrougus, odeüs, “o reiñ un difourk d’an argerzhioù bred diemouez”, dre se a zo ur gwereder tonkus evit “debarzh an neuroz”.
Ur c’hleñved kreud a c’hell talvezout da boent-krog da eztaol ur c’henniñv diemouez ha, da heul, e treistpad azonoù an anaez organel goude ma’z eo pareet. Annodadur al libido a c’hell ivez tremen eus un tachad erogen d’ul lec’h all eus ar c’horf na vez ket erogen dre e arc’hwel hag a zeu evel-se da vezañ tachenn eztaol ur c’hoant arvoustret.