Dictionnaire de psychanalyse
Complexe. ◊ Komplex. ◊ complex. ◊ kemplezh b.
Teskad frammet a zerc’hadoù hag a eñvoradoù, dezho kantaezegezh vras, diemouez evit darn pe en holl. Amparet e vez ar gemplezh diwar an darempredoù a ya d’ober istor ar bugelvezh. Ganti en em gav luniataet pep gwastad eus ar bred : ar fromoù, an emzalc’hioù, an ersavioù azas.
A-douez ar gerioù he deus ar yezh voutin amprestet digant ar bredelfennerezh ez eo moarvat an termen kemplezh an hini boazietañ. Koulskoude ne vez ket arveret nemeur gant ar vredelfennerion dres en abeg d’an treuz implij a vez graet anezhañ. Tri ster a c’haller digejañ dezhañ :
1) Ar ster orin o verkañ ur c’hempennadur stabil a-walc’h a chadennadoù-strollata. Er c’hemeradur-mañ e ra aozerion vrezhonek ’zo gant ar furm “kemplezhiad” ; hogen, o vezañ ma reer gant an termen evit aroueziñ koulz framm ar c’hempennadur hag an endalc’hed anezhañ, ez eo eeunoc’h ober gant ar bonad “kemplezh” hep-mui.
2) En ur ster hollekoc’h ez anver a-wechoù “kemplezh” un teskad tresoù personel mui pe vui frammet, — o c’houlakaat e kaver aze furm digemm ur blegenn eus ar bugelvezh a dalvezfe da luniata ar plegennoù nevez. Freud e-unan en deus diskuliet seurt gwariadur bredonielour eus arver an termen.
3) En e ster strizh — an hini a gaver er c’herienn “kemplezh Edip” — ez arouez an termen ul luniad-diazez eus an darempredoù etrepersonel hag an doare m’en em savlec’h ar gouzrec’h ennañ.