Dictionnaire de psychanalyse
Complexe d’œdipe. ◊ Ödipuskomplex. ◊ Œdipus complex. ◊ kemplezh Edip.
Teskad frammet a c’hoantoù orget ha galen a-berzh ar bugel e-keñver e gerent. En he furm yael, ez adkaver al luniad eus istor Oidipous-Roue : ar c’hoant ma varvfe ar c’hevezer ez eo an dudenn genrev hag ar c’hoant revel d’an dudenn allrev. Er furm nac’hel e kaver ar gin : karantez ouzh ar c’har kenrev ha kasoni warizius ouzh ar c’har allrev. En devoud e vez an div furm kemmesket diouzh derezioù diseurt evit ober ar furm lavaret klok eus kemplezh Edip.
Hervez Freud, emañ ar buhezadur eus kemplezh Edip en e varr etre tri ha pemp bloaz, da-geñver ar bazenn gastrel ; he diskar zo merk ar mont tre en enkelvezh. Da vare ar gaezouregezh e c’hoarvez dezhi adenaouiñ ha bezañ mestroniet gant ur berzh bras pe vrasoc’h hervez ar rizh dibarek a zebarzh ergerc’henn.
Ur roll-diazez zo da gemplezh Edip e luniatadur ar bersonelezh hag e durc’hadur an eriunañ.
Gouez d’ar vredelfennerion ez eo-hi ahel-daveiñ pennañ ar vredkleñvedouriezh, hag evit pep furm a gleñved e strivont da spisaat ar modoù eus he savlec’hiadur hag eus he diskoulmadur.
Unan eus amkanioù an denoniezh vredelfennadel eo adkavout an tric’horn edipel, hollveziadel hervezi, en holl sevenadurioù ha n’eo ket hepken e-barzh ar re ma ren ar familh briedel.