br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Compulsion, compulsionnel.Zwang, Zwangs-.compulsion, compulsive.mac’henn, mac’hennel, mac’hennek.

Rizh greadoù renet dre berzh un destrizh diabarzh. Mac’hennek a reer ouzh ar mennoz, an ober, ar wezhiadenn-difenn, ar gemalenn gemplezh a realoù na c’haller ket tremen hep o c’has da benn, na c’haller ket herzel outo hep ma savfe enkrez.

E geriaoueg Freud, Zwang a dalvez kement ha nerzh diabarzh destrizhus. Freud a arver an termen e stern an neuroz mac’hennel (Al. Zwangsneurose, Gl. névrose obessionnelle) ma sant ar gouzrec’h an destrizh ha ma stourm outañ, hogen ivez e degouezhioù ma sent outañ hep rat, evel er vac’henn-arreata (Al. Wiederholungszwang, Gl. compulsion de répétition) hag er vac’henn-feudiñ (Al. Schicksalszwang, Gl. compulsion de destinée). Evit Freud, ouzh ar vevenn, gant ar Zwang e teu war wel ar pep boniekañ ha demonekañ eus natur al luzad.

An termen gallek klasel obsession a glot gant an termen freudek Zwangsvorstellung (derc’had mac’hennek, mac’henn-derc’hañ). Pa vez anv a realoù, e troer an Al. Zwangshandlung dre ar Gl. compulsion, action compulsionnelle (real mac’hennek, mac’henn-realañ).