br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Compulsion de répétition.Wiederholungszwang.compulsion to repeat, repetition compulsion.mac’henn-arreata.

Argerzh diharzadus oc’h ober d’ar gouzrec’h en em lakaat e plegennoù poanius ha, dre se, arren buhezadennoù kozh hep rat dezhañ, en eneb, gant ar santad kreñv ez eo kantabeg e ersav er bremañ. Hervez Freud, ne c’hell ket ar vac’henn-arreata bezañ displeget dre zegas hepken pennaennoù ar bliz hag an dra. Rankout a reer lakaat e penn-kont ur perzh piaouel d’al luzadoù : o mirouriezh. “Bez’ ez eus tu da anaout er bred diemouez dreistbeli ur vac’henn-arreata o tont eus al luzadennoù ha moarvat e dalc’h natur biaouekañ al luzadoù, galloudek a-walc’h da drec’hiñ da bennaenn ar bliz, o wiskañ war arvezioù ’zo eus buhez ar bred o demonegezh.”

Sl. MISE EN ACTE.