Dictionnaire de psychanalyse
Condensation. ◊ Verdichtung. ◊ condensation. ◊ dazbec’hiañ.
Unan eus modoù-arc’hwelañ pennañ an argerzhioù diemouez : un derc’had a dalvez drezañ e-unan evit lies chadennad-strollata ma emañ en o foent-kejañ. Ent armerzhel, ez eus annodet ennañ gremmoù o tont eus an holl chadennadoù-se d’e vec’hiañ. Emañ an dazbec’hiañ o werediñ en azon ha, dre-vras, en holl furmadurioù an diemouez. En hunvre ez eo an anatañ. Enni ne adkaver ket an dud pe an traoù a anavezer er vuhez amhun, hogen tudennoù ha doareoù o tennañ pep hini da lies den pe da lies plegenn war un dro. Daspugnet e vez div pe lies tudenn en unan, kendeuzet elfennoù a orin liesseurt d’ober un unvez. Lakaat a reer an dazbec’hiañ war wel dre geñveriañ danevell diskelat an hunvre ouzh he endalc’hed enkelat : un droidigezh verraet anezhi eo hemañ. An dazbec’hiañ avat ned eo ket un diverrañ : desavelet eo pep elfenn diskelat gant lies eulad enkelat ; war un dro, pep hini eus an euladoù-mañ a adkaver e meur a elfenn eus an danevell diskelat ; a-du-rall, an elfenn diskelat ned eo ket derc’had en hevelep keñver evit pep hini eus an euladoù derc’het ganti : n’o gougevred ket evel ma rafe ur meizad.
Deskrivet eo an dazbec’hiañ gant Freud diwar-bouez tri c’heal : a) ar gremm annodiñ, b) an derc’hadoù stag kenetrezo dre ar strollata, c) dizalc’hted bras pe vrasoc’h ar gremm-annodiñ e-keñver an derc’hadoù. Ar gremm-annodiñ (anvet c’hoazh “nerzh luzadel”, “bount al luzad”, “libido”, “pegement kantaezad”) a c’hell riklañ a-hed ar chadennadoù-strollata ha bezañ berniet, bec’hiet el lec’hioù-kejañ, er c’hlomboentoù anezho. An derc’hadoù lec’hiet er c’hlomboentoù-se, annodet enno ur gremm bec’hiet, eo a ya d’ober an hunvre hag ar furmadurioù all kevatal.
Displeget eo an dazbec’hiañ gant Freud dre wikefreoù diseurt eus an diemouez : a) war-benn hepkoriñ ar garez o virout ouzh an derc’hadoù a ziraez an emouez, ez a ar gremm annodet enno da annodiñ e derc’hadoù all e-maez karez, dre anadenn an treuzlec’hiañ ; b) en argerzh kentael emañ bodet an amveziadoù — gremm diere, klask d’an hevelepted-verzout — o reiñ tro d’an dazbec’hiañ.