br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Activité — passivité.Aktivität — Passivität.activity — passivity.oberiadezh — gouzañvadezh.

Unan eus ar c’houbladoù keveneboù-diazez e buhez ar bred. Diouzh ar savboent dedarzhel e ve ar gevenebiezh oberiat-gouzañvat an hini gentañ, o c’hoarvezout a-raok an div gevenebiezh all ma’z a da c’hougevaniñ outo : kastrel-spazhet ha gourevel-benevel.

Oberiadezh ha gouzañvadezh zo doareoù eus pal al luzad ha n’eo ket eus al luzad e-unan. “Un tamm oberiadezh eo pep luzad ; pa gomzer, en ul lavar laosk, a luzadoù gouzañvat, ne c’haller nemet ober anv a luzadoù gant ur pal gouzañvat” (Triebe und Triebschicksale).

Gouzañvadezh ar pal a stader er skouerioù brientek ma fell d’ar gouzrec’h bezañ gwallgaset (mazoc’hegezh) pe gwelet (diskorataerezh). Kemplezh a-walc’h eo ar gudenn avat. Daou live zo da ziforc’hañ : diouzh un tu ar realañ diskelat, diouzh an tu all an eriunelloù a zo dindan. En e realañ, e respont ar mazoc’heg da ziarc’h al luzad dre un oberiezh a ro tro dezhañ da ziraez boziañ. Ne ziraez ar gouzrec’h boziañ avat nemet mar kav ur savlec’h en lak e youl an amgen. E par an eriunellañ e tiskouezer penaos pep savlec’h gouzañvat zo dizisrannadus diouzh e geveneb : er vazoc’hegezh, “ar me gouzañvat en em lak, ent eriunellel, el lec’h ma edo a-raok [er prantad m’en em lakae e-unan da c’houzañv], lec’h a zo bremañ lezet e kerz an amgen” (Triebe und Triebschicksale). E-se e c’hallfed bepred adkavout, e par an eriunell, ar vezañs a-gevret pe a-bebeil, eus an daou dermen oberiadezh ha gouzañvadezh. Evelkent, evit a sell doare ar boziadur klasket koulz hag ar savlec’h eriunellel, ne zle ket seurt kenglokadur kuzhat pezh a zo dizireadus er glenadur ouzh ur roll revel oberiat pe gouzañvat.