br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Conscience (psychologique).Bewusstheit.the attribute (the fact) of being conscious, being conscious.emouezded.

Conscience (psychologique).Bewusstsein.consciousness.emouezañ.

A) Ent deskrivadurel : doare predat a zo d’ar merzadoù diavaez ha diabarzh ouzh o diforc’hañ a-douez an holl anadennoù bred.

B) Ent arlakadurel : hervez Freud, ez eo an emouezañ arc’hwel ur reizhiad, ar reizhiad merzout-emouezañ.

Diouzh ar savboent lunegorel, emañ ar reizhiad merzout-emouezañ savlec’hiet e trobarzh ar benvegad bred, o tegemer stlenn war un dro eus ar bed diavaez hag eus diabarzh ar bred, eleze ar santadennoù eus ar steudad bliz-divliz hag an askounadoù. Alies e testag Freud ar reizhiad merzout-emouezañ ouzh ar reizhiad ragemouez, oc’h ober neuze anv eus ur reizhiad ragemouez-emouez.

Diouzh ar savboent arc’hwelel, emañ enebet ar reizhiad merzout-emouezañ ouzh ar reizhiadoù kounlerc’hioù ez eo an diemouez hag ar ragemouez : enni ne vez enskrivet roud ebet eus ar broudadoù.

Diouzh ar savboent armerzhel, dezverk ar reizhiad merzout-emouezañ eo kaout en he c’herz ur gremm heloc’h, e tro da zreistkevannodiñ an elfenn-mañ-elfenn (gwikefre an evezh).

Ur roll a bouez zo gant an emouezañ e dialusk ar c’henniñv (hepkoradur emouiziek an displijus, reoliata diforc’husoc’h eus pennaenn ar bliz) hag e dialusk ar gur (keñverioù etre an emouezañ hag an emskiantañ), hogen ne c’haller ket e dermenañ evel unan eus bleinoù ar c’henniñv-difenn.

Klotañ a ra ar Br. emouez a. ouzh an Al. bewusst hag ar Gl. conscient en daou ster “doare ar gouzrec’h oc’h embreger an emouezañ”, “doare ar stadoù ha gwezhiadoù bred ez eo ar gouzrec’h emouez outo”.

Ar Br. emouiziek a verk ur perzh sellet diouzh an ental, e-se enebet ouzh emouez, o verkañ un doare sellet diouzh an erdal (un den emouiziek zo un den douget da vezañ emouez).

Ar Br. emouez g. a glot ouzh an Al. Bewusste hag ar Gl. [le] conscient “teskad an devoudoù bred ez eo ar gouzrec’h emouez outo”.

Ar Br. emouezañ v. [ouzh] a glot ouzh an Al. bewusst sein hag ar Gl. être conscient, avoir conscience [de]. Ar Br. emouezañ g. a glot ouzh an Al. Bewusstsein hag ar Gl. conscience (psychologique).

Ouzh ar Br. emouesaat v. & g. e klot a) an Al. Bewusstwerden “dont emouez, diraez an emouez”, b) an Al. Bewusstmachen “lakaat emouez, degas da emouez” — oc’h ober anv eus an devoudoù bred.

Kemm zo etre emskiant hag emouezañ (sl. DAFAR 64, Preder, 1964, p. 62). Emskiantañ v. & g. (Gl. prendre conscience, prise de conscience) a ampleg emouezañ, hogen ivez buhezañ ha trec’hwel (sl. MÉCANISMES DE DÉGAGEMENT ; PERLABORATION).

Erfin e ranker diforc’hañ koustiañs (Al. Gewissen, Gl. conscience (morale)) diouzh emouezañ hag emskiant.