Dictionnaire de psychanalyse
Contre-investissement. ◊ Gegenbesetzung. ◊ anticathexis. ◊ gourzhannodiñ.
Argerzh armerzhel arlakaet gant Freud evel araez difenn a-berzh ar me, hemañ o kevannodiñ derc’hadoù, reizhiadoù derc’hadoù, emzalc’hioù, h.a., barrek da stankañ hent an emouezañ hag ar fiñval ouzh derc’hadoù hag eriunoù diemouez. An termen gourzhannodadur a verk ivez an disoc’h padus pe badusoc’h eus an argerzh-se.