Dictionnaire de psychanalyse
Conversion. ◊ Konversion. ◊ conversion. ◊ amdreiñ.
Gwikefre a furmadur azonoù o werediñ en darfell, en darfell amdreiñ pergen, anezhi treuzlakadur ur c’henniñv bred e stumm azonoù kreudel, loc’hadel (seizi da skouer) pe santadel (aneraez, gostoù).
An dibab graet gant Freud eus an termen Konversion a glot gant ur meizadur armerzhel : al libido, distaget diouzh an derc’had arvoustret, a vez treuzfurmet e gremm ennervadur. Hogen pezh a ra dibarelezh an azonoù amdreiñ eo o argelegezh : eztaoliñ a reont dre ar c’horf derc’hadoù arvoustret.