br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Couple d’opposés.Gegensatzpaar.pair of opposites.koublad keveneboù.

Termen arveret alies gant Freud da aroueziñ ar c’hevenebiezhoù-diazez, pe e par an erzerc’hadoù bredel pe vredkleñvedel (da skouer sadegezh-mazoc’hegezh, gwelata-diskorata), pe er par trabredel (luzadoù a vuhez, luzadoù a varv).

E pep prantad eus kelennadurezh Freud e kaver keal ar c’houblad keveneboù gant un talvoud, n’eo ket hepken deskrivadurel, hogen ivez arlakadurel. Menegomp an teir c’hevenebiezh o verkañ ar savlec’hioù libidinel kenheuilh, oberiat-gouzañvat, kastrel-spazhet, gourevel-benevel ; menegomp ivez keal an amluskegezh, ar c’houblad bliz-divliz ha, boniekoc’h, daouelezh al luzadoù (orged ha naon, luzadoù a vuhez ha luzadoù a varv).

Notañ a raimp ez eo kenlive an termenoù koublet hag ez int digendireadus ; ne oufent en em c’henel kenetrezo dre un daelerezh, nemet emaint en orin pep kenniñv hag e keflusk pep daelerezh.