Dictionnaire de psychanalyse
Décharge. ◊ Abfuhr. ◊ discharge. ◊ diskarg.
Karzhadur war-du an diavaez eus ar gremm degaset d’ar benvegad bred gant ar broudadoù a orin diavaez pe diabarzh. Hollel pe darnel e c’hell bezañ an diskarg. Seurt keal a gav e lec’h er patromoù alvezelour savet gant Freud evit displegañ arc’hwelerezh ar benvegad bred.