br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Déni (de la réalité).Verleugnung.disavowal.gourzhodiñ.

Termen arveret gant Freud en ur ster dibarek : mod difenn a zo anezhañ an dinac’h gant ar gouzrec’h eus ur merzout daraezus, ent voniek ar merzout eus ezvezañs ar c’halc’h gant ar vaouez. Seurt gwikefre a ve, hervez Freud, e devoud ar fetichegezh hag ar psikozioù. “Bez’ e c’hoarvez un argerzh a garfen envel Verleugnung, argerzh na hañval din bezañ na rouez na dañjerus-tre e buhez vred ar bugel, hogen a vez, gant an oadour, poent-loc’hañ ur psikoz.” E kement ma toug ar gourzhodiñ war an draelezh, ez eo evit Freud, dre enebadur ouzh an arvoustrañ, kentañ lankad ar psikoz : tra ma teraou an neurozeg dre arvoustrañ diarc’hadoù ar se, e teraou ar psikozeg dre c’hourzhodiñ, dre ezkantvout an draelezh.

Tu zo da arverañ ezkantvout, ezverzout e-kichen gourzhodiñ evel heñvelsterioù, o verkañ neoazh ez eus moarvat ur strishadur ster da c’hortoz gant an daou gentañ : aroueziñ a reont ar gourzhodiñ e par ar c’hantvout, ar merzout end-eeun, tra ma c’hell an termen gourzhodiñ merkañ ivez heuliadoù an ezkantvout, an ezverzout e buhez ar bred.