Dictionnaire de psychanalyse
Déplacement. ◊ Verschiebung. ◊ displacement. ◊ treuzlec’hiañ.
An devoud ez a diouzh un derc’had an arbouez, an deur, ar greñvded en deus e bred ar gouzrec’h, e gounid derc’hadoù all o doa nebeut a bouez da gentañ penn. Arlakadenn an treuzlec’hiañ a empleg goulakadur armerzhel ar gremm-annodiñ gouest da zistagañ diouzh an derc’hadoù ha da riklañ a-hed ar chadennadoù-strollata. An anadenn-se a zinoer dre imbourc’hiñ an hunvre, an azonoù neuroz ha, dre-vras, pep furmadur eus an diemouez. Treuzlec’hiadur frank ar gremm-annodiñ zo unan eus doareennoù pennañ an argerzh kentael evel ma ren war arc’hwelerezh ar reizhiad diemouez. Liammet strizh eo an treuzlec’hiañ ouzh ar gwikefreoù all eus c’hwel an hunvre ; reiñ a ra tro d’an dazbec’hiañ e kement ma tegouezh gant derc’hadoù-kroazhent ; brasoc’h ez a an dezluniadusted pa c’hoarvez, dre berzh an treuzlec’hiañ, an tremen eus ur mennoz difetis d’ur c’hevatal gweledeladus ; erfin, ar c’hempenn eilvedel a gas pelloc’h, ouzh e c’houblegañ d’e balioù dezhañ, c’hwel an treuzlec’hiañ.