Dictionnaire de psychanalyse
Dynamique a. ◊ dynamisch. ◊ dynamic. ◊ dialuskel.
Doare da intent an anadennoù bred evel disoc’h eus ar c’henniñv hag eus kenstriv nerzhoù a zo, e dibenn dezrann, a orin luzadel. Dialuskegezh ar bred a ro da gompren an harzder ouzh diraez an diemouez ha war un dro ar broustennoù o sevel diwarnañ. Ent deskrivadurel, an termen diemouez a verk kement a vez er-maez eus maezienn weredel an emouezañ hag e-se emañ ar ragemouez e-barzh ; ent dialuskel avat, an hevelep termen a arouez “n’eo ket mennozioù enkelat dre-vras, hogen mennozioù dezho dialusk, mennozioù o chom disparti diouzh an emouezañ en desped d’o c’hreñvder ha d’o niñvegezh”.