Dictionnaire de psychanalyse
Effroi. ◊ Schreck. ◊ fright. ◊ saouzan.
Ersav ouzh ur blegenn dañjerus pe ouzh kentrigadoù diavaez kreñv-tre en em gav ar gouzrec’h dieraoz outo, ken nad eo nag evit diwall diouto nag evit o mestroniañ. “Fazi eo ober gant an termenoù saouzan (Schreck), aon (Furcht), enkrez (Angst) evel gant heñvelsterioù ; o c’heñver ouzh an dañjer a ro an tu d’o digemmañ. Merket eo an enkrez gant gortoz an dañjer hag an eraoz outañ, zoken mar bez dianav. An aon a ampleg un ergerc’henn termenet hon eus aon razi. Evit ar saouzan, e c’hoarvez pa gouezher en ur blegenn dañjerus dic’hortozet hep bezañ prientet, ar merk anezhañ eo ar soupren.” Dre se e ra Freud eus ar saouzan un amplegad eus an neuroz daraezel anvet a-wechoù neuroz saouzanel (Schreckneurose).