Dictionnaire de psychanalyse
Élaboration secondaire. ◊ sekundäre Bearbeitung. ◊ secondary revision (elaboration). ◊ kempenn eilvedel.
Adaozañ an hunvre evit he lakaat war furm ur senario damgempoell ha heveiz. Lemel diouzh an hunvre he doare amoet ha digempoell, stankañ an toulloù enni, azverañ he elfennoù dre ziuz hag ouzhpennañ, setu pezh a ra Freud anezhañ ar c’hempenn eilvedel pe c’hoazh : arveziñ an heveizded (Rücksicht auf Verständlichkeit). An eil lankad eo eus c’hwel an hunvre ; dougen a ra war dedaoladoù bet danzeet gant gwikefreoù all (dazbec’hiañ, treuzlec’hiañ, dezluniañ). Koulskoude, gouez da Freud, ne c’hoari ket ar c’hempenn eilvedel war furmadurioù a zeufe da azverañ goude taol ; er c’hontrol “ez embreg diwar ar penn-kentañ un delanvad blenius ha diuzus war voniad dezevoù an hunvre”.