Dictionnaire de psychanalyse
Abstinence : règle d’—. ◊ Grundsatz der Abstinenz. ◊ rule of abstinence. ◊ reolenn an emvirout.
Reolenn ar bredelfennañ oc’h enderc’hel da ren ar gur e doare ma kav ar gouziviad an nebeutañ gwellañ boziadoù erlec’hiat ouzh e azonoù. E-se e tle ar bredelfenner nac’h reiñ e c’houlennoù d’an elfennadour ha mont er roll a venn e lakaat da c’hoari.
Ent armerzhel ez eo kantreizhet reolenn an emvirout evel-henn : diwall a ranker nad afe ar c’hementadoù libido dilaosket dre ar gur da annodiñ diouzhtu en ergerc’hennoù diavaez ; bez’ e tleont ar muiañ gwellañ bezañ treuzdouget er blegenn vredelfennadel.
Ent dialuskel, ez a ar gur en-dro diwar-bouez ar gouhebiñ gouzañvet gant an elfennadour : dav eo derc’hel ar gouhebiñ evit mirout na chomfe sac’het ar gur. “Da reolenn e lakaan e ranker derc’hel er re glañv o ezhommoù hag o iziunadoù evel nerzhoù o vountañ d’ar c’hwel ha d’ar c’hemm hag emvirout a o lakaat da devel diwar-bouez erlec’hiadoù.”