br
fr

Chercher

Dictionnaire de psychanalyse

A  B  C  D  E  F  G  H  I  J  K  L  M  N  O  P  Q  R  S  T  U  V  W  X  Y  Z  


Énergie libre — énergie liée.freie Energie — gebundene Energie.free energy — bound energie.gremm diere — gremm ereet.

Termenoù o kennotañ, diouzh ar savboent armerzhel, an diforc’h a ra Freud etre argerzh kentael hag argerzh eilvedel. En argerzh kentael e lavarer ez eo diere pe hever ar gremm e kement ma ver davit diskarg en doare herrekañ hag eeunañ ; en argerzh eilvedel, ez eo ereet, e kement ma’z eo daleet ha reolet e lusk davit diskarg. Diouzh ar savboent dedarzhel emañ ar stad diere e diagent ar stad ereet, houmañ o verkañ un derez uheloc’h e luniatadur ar reizhiad vred.

Amprestet eo an daouad termenoù-se diouzh ar fizik. Helmholtz, anavezet mat e labourioù gant Breuer ha Freud, a enebe lebendige Kräfte (fiñvnerzhoù) ouzh Spannkräfte (stennerzhoù) ; fizikourion all a lakae keñver-ha-keñver “gremm barrek” ha “gremm fiñvek”. Oc’h ober dave ezpleg d’ar c’healioù-se, e klask Breuer termenañ ur furm a c’hremm barrek bezant er reizhiad nervel hag e ra anezhañ “stennadur nervel” pe c’hoazh “gremm paouezek”. Freud eo a zegasas an termenoù “gremm diere” ha “gremm ereet” ha dreist-holl keal diagentelezh ar gremm diere war un dro gant an diforc’h etre argerzh kentael hag argerzh eilvedel.