Dictionnaire de psychanalyse
Agressivité. ◊ Aggression, Aggressivität. ◊ aggressivity, aggressiveness. ◊ argadusted.
Tued a zo e amkan noazout ouzh an hentez, e zistrujañ, e zestrizhañ, e vezhekaat, h.a., o c’hoari dre realoù traek pe eriunellek, o kemer hent ar mont diouzh (nac’h reiñ skoazell) koulz ha hent ar mont da, en dachenn argelel (an ironiezh) koulz hag en dachenn drael (ar feulster korf). Degasadenn ar bredelfennerezh eo bet lakaat a-wel an argadusted en he c’heñverioù gant ar revelezh ha digejañ he diazez luzadel.
Er pleustr e tinoer an argadusted e meur a gleñved (neuroz mac’hennel, paranoia). Keal an amluskegezh a empleg ar vezañs kevret ha kenlive eus ar garantez hag ar gasoni. Er studienn vrudet en deus savet Freud a-zivout ar fentigell (Der Witz und seine Beziehung zum Unbewussten, 1905) e tiskler : “Pa na vez ket graet eviti he-unan, pa na vez ket dinoaz, ne c’hell ar fentigell bezañ nemet en arempred daou dued […] ; pe ez eo ur fentigell dagus (o talvezout da argadiñ, da flemmañ, d’en em zifenn), pe ez eo ur fentigell hudur.”
En arlakadenn gentañ al luzadoù ez eneb Freud al luzadoù revel ouzh al luzadoù-emgemmirout. Klask a ra displegañ ar realoù hag ar c’hantaezennoù argadus, ar sadegezh hag ar gasoni da skouer, dre ur c’hoari kemplezh etre an daou rizh bras a luzadoù. Ar gasoni n’eo ket ur garantez eilpennet ; “ar pimpatromoù gwirion eus an darempred a gasoni ne zeuont ket eus ar vuhez revel, hogen eus striv ar me d’en em gemmirout ha d’en em haeriñ”. E domani al luzadoù-emgemmirout, Freud a spisa evel arc’hwel pe zoken evel luzad dizalc’h an ober-gavaelañ an ergerc’henn : anv a ra eus “luzad-gavaelañ” (Bemächtigungstrieb). Bez’ e ve liammet al luzad-gavaelañ ouzh ur benvegad dibarek, ar gahereg, hag ouzh ur bazenn resis eus an emdroadur, ar bazenn sadek-fraezhel. A-du-rall, diseblant e chom ar gouzrec’h “o noazout ouzh an ergerc’henn pe ouzh he c’has da get”, pa na ziwan an damant d’an amgen ha d’e boan nemet da-geñver an eiltroadur mazoc’hek, prantad ma’z a al luzad-gavaelañ diziforc’hadus diouzh ar broud revel a zevoud.
Gant arlakadenn diwezhañ al luzadoù ez a brasoc’h lec’h an argadusted. “Lakaet ez eus ul lod eus al luzad a varv rag-eeun en arempred al luzad revel ha pouezus eo e roll eno. Ar sadegezh eo er ster strizh. Ul lod all ned eo ket distroet en doare-se ouzh an diavaez hag a chom er bevedeg ma emañ ereet ent libidinel gant ar broud revel en amheuilh […] ; anaout a reomp aze ar vazoc’hegezh kentael, erogen.” Evit al lod eus al luzad a varv distroet ouzh an diavaez gant harp ar gahereg pergen, e ra Freud anezhañ al luzad-argadiñ. Da notañ eo ne c’hell, hervez Freud, al luzad-argadiñ na moarvat an tued d’an emzistruj bezañ diverzet nemet en o c’hendeuzadur gant ar revelezh (sl. UNION — DÉSUNION DES PULSIONS).
Alies e vez heñvelaet gant ar vredelfennerion an daouelezh luzadoù a vuhez — luzadoù a varv ouzh an daouelezh revelezh — argadusted. Arzaelet eo bet avat an heñveladur-se gant Freud e-unan : er gevenebiezh eroz — tanatoz, emañ eroz oc’h aroueziñ an holl luzadoù a zo o roll sevel hag arzerc’hel unvezioù, en o zouez al luzadoù revel e kement ma tennont da gemmirout ar ouenn, hag ivez al luzad-emgemmirout ; a-gengeñver, keal al luzad a varv ne engronn ket diziforc’h kement a zoareed diaraok evel erzerc’hadoù an argadusted. E gwir, e kerz eroz ez eus ul lod eus ar pezh a anver ar stourm d’ar vuhez ; e gin, e kerz al luzad a varv emañ ar pezh a zo spesadek eus ar c’hoant diemouez er revelezh, ha da gentañ e duadur da beurgoazhañ an tennderioù.