Dictionnaire de psychanalyse
Envie du pénis. ◊ Penisneid. ◊ penis envy. ◊ gourvenn d’ar c’halc’h.
Elfenn-diazez eus ar revelezh venev. C’hoarvezout a ra d’ar plac’h vihan gourvennañ ar c’halc’h diwar ma tizolo ar c’hemm korfadurezh etre an div rev. E-doug an Edip e wisk ar gourvenn d’ar c’halc’h div furm deveret : ar c’hoant da gaout ur c’halc’h en he diabarzh (e stumm ar c’hoant da gaout ur bugel pergen) ; ar c’hoant d’en em vlisa eus ar c’halc’h er gediadenn. Gant furmoù kleñvedel pe treüc’hadel e c’hell ivez disoc’h ar gourvenn d’ar c’halc’h.
“Ar c’hoant oc’h ober d’ar plac’h vihan treiñ ouzh he zad zo moarvat en orin ar c’hoant d’ar c’halc’h bet dinac’het outi gant he mamm hag he deus spi da gaout pelloc’h digant he zad. Koulskoude n’emañ diazezet ar saviad benevel nemet pa lez ar c’hoant d’ar c’halc’h al lec’h gant ar c’hoant d’ar bugel ha pa zeu ar bugel, hervez ar gevatalded argelel kozh, da gemer lec’h ar c’halc’h.”
∆ Merkañ savadur ar renadennoù goude gourvenn : ar plac’h vihan he deus gourvenn d’ar c’halc’h, gourvennañ a ra ar c’halc’h ; war un dro he deus gourvenn ouzh piaouer ar c’halc’h.